Gwalldaol an 22 a viz Mae 2017 er Manchester Arena

Ar Manchester Arena lec'h ar gwalldaol.

D'an 22 a viz Mae 2017 e voe un darzhadenn er Manchester Arena e Manchester, Bro-Saoz, dres e fin ur sonadeg gant ar ganerez stadunanat Ariana Grande. Ar sponter, anavezet evel Salman Abedi hervez an archerien saoz, a oa ur c'heodedour saoz oadet a 22 vloaz hag a orin eus Libia. En em lazhet e oa gant ur vombezenn IED (Improvised Explosive Device)[1] pa oa an arvesterien o tont er-maez eus ar sal. An darzhadenn a lazhas 23 a dud, gant Abedi, ha 120 ouzhpenn a voe gloazet fall evit ul lod bras anezho. Ul lodenn eus ar c'houzañverien a oa bugale yaouank-flamm.

  1. "Ardivink-Tarzh Primaozet"

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy